John T. Koch

John T. Koch, genidik eus ar Stadoù Unanet, zo ur c’heltiegour a labour war dachenn ar ragistor hag ar Grennamzer dreist-holl.

Studioù war ar yezhoù keltiek a reas e Skol-veur Harvard er bloavezhioù 1980. Goude se e voe ivez e Skolaj Jezuz en Oxford hag e Skol-vleur Kembre en Aberystwyth. Kelennet en deus e Skol-veur Harvard hag e Boston.

Abaoe 1998 ez eo kelenner hag enklasker e Kreizenn ar Studioù Kembraek ha Keltiek e skol-veur Aberystwyth. Embannet en deus un toullad pennadoù ha levrioù, diwar-benn an iwerzhoneg hag ar c’hembraeg dreist-holl.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search